Trotskiouriezh

An drotskiouriezh (Trotski-ouriezh) pe, aliesoc'h trotskouriezh[1], a zo anezhi un ideologiezh politikel bet savet ha diorroet gant Lyev Davidovitch Trotski. Skarzhet e oa bet Trotski eus Strollad Komunour Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (URSS) e 1927 ha ranket dezhañ tec'hel eus ar vro e 1929.

Mervel a reas Lenin hep bezañ disklêriet a-ouez d'an holl piv an hini a felle dezhañ gwelout war e lerc'h e penn ar Strollad hag e penn an Unaniezh Soviedel. Zinoviev, Kamenev ha Jozef Stalin a savas o-zri a-enep da dTrokski pa fellas dezhañ kemer lec'h Lenin kerkent ha 1924.

Mont ar reas ar maout gant Stalin dre glask bezañ skoazellet gant Zinoviev ha Kamenev da gentañ ha gant Bouc'harin da c'houde. Bouc'harin a save a-du gant Stalin evit harpañ tezenn ar sokialouriezh da sevel en ur vro nemetken evel diazez ofisiel politikerezh an Unaniezh Soviedel. Gant Trotski, avat, e veze difennet an dezenn gontrol, da lavaret eo e oa ret skignañ an dispac'h er bed a-bezh a-raok gallout kregiñ da sevel ar sokialouriezh.

Arouez ar IVe Etrebroadel

Goude bezañ klasket, en aner, sachañ war an IIIe Etrebroadel evit mont war-du e dezennoù politikel, e 1938 e savas Trotski gant un toullad sokialourion ha komunourion all ar IVe Etrebroadel e Bro-C'hall.

  1. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search